« Splann ! », ur media enklask dizalc'h e Breizh



Splann ! a zo ur gevredigezh (mod lezenn 1901) a zo he fal dezhi kas da benn enklaskoù-kazetenniñ poellek evit an dud e Breizh hag ar bed, e galleg ha brezhoneg. Embannet e vezont war hon lec'hien splann.org digoust. Keleier fresk 'vez kaset gant hon lizher-kelaouiñ. A pep tra a-drugarez eus ar pezh 'vez roet ganeoc'h.


Aet eo da vezañ primoc'h-primañ ar c'heleier. Ganeomp-ni 'vez difennet ur c'hazetenniñ war an hir-amzer a-benn lakaat ar gaoz war sujedoù kizidig e Breizh. O chom er vro emañ kazetennerien Splann ! Eus Naoned betek ar Gerveur ha Lannuon e 'vez furchet ganeomp a-drugarez d'an titouroù kaset deomp hag hon labour bemdez.


Paeron Splann ! zo Disclose, anavezet rak eo bet diskoachet ganto aferioù gwerzhañ armoù gant Bro-C'hall. Inès Léraud, kazetennerez 'neus skrivet ar vandenn-treset « Bezhin glas, an istor difennet » zo ivez hon maeronez ha 'neus kemeret perzh e krouidigezh Splann !. Ur media hag a zifenn frankiz ar c'helaouiñ omp : bodet hon eus kazetennerien eus mediaoù disheñvel-kenañ a-benn 'bout kreñvoc'h.



Pemp enklask bras zo bet embannet dija abaoe miz Even 2021 war sujedoù pouezus e Breizh (saotradur an aer hag an dour, riskloù ar metanaat hag an agro-boued, kudennoù ar c'hontrasepsion evit ar merc'hed...). Hon fennadoù 'zo bet implijet gant an dud ha zoken el lez-varn.


Krediñ a reomp o 'deus ezhomm ar geodedourien eus enklaskoù don ha sirius a-benn ober o soñj dezho war ar bed. Un doare da reiñ ostilhoù a-benn kompren enkadenn sokial, an endro hag an demokratelezh.


Faustine Sternberg, kazetennerez eus Splann !, en un tabut aozet gant ar Fonds pour la presse libre.


Gwriziet mat eo Splann ! e Breizh. Anat eo e 'vez soutenet ar brezhoneg a zegas pinvidikaez hag ur sell disheñvel en hol labour. An holl enklaskoù 'vez embannet en div yezh d'an nebeutañ.



A-benn bezañ sur e vo lennet hon enklaskoù gant ar muiañ a dud posubl vez kenlabouret gant mediaoù all, lec'hel pe broadel. Da skouer, rouedad Radio Breizh, kazetennoù Ya !, Dispak, Pobl Vreizh pe France 3 Breizh, Mediapart ha Reporterre. Ganto 'vez embannet ar pennadoù en doare digoust.



Tu zo kavout ac'hanomp ivez e emgavioù publik a-benn kinnig hon labour. Alies mat e vezomp pedet gant kevredigezhioù, skolioù pe festivalioù. An holl emgavioù a c'haller kavout bep miz en hon lizher-kelaouiñ.


Setu hon doare d'ober : kelaouiñ ar muiañ a dud posubl war ar pezh 'vez diskoachet ganeomp a-benn ma cheñchfe an traoù.



Splann ! 'zo ur gevredigezh lezenn 1901 hag eo dreist-holl dre dud a-youl vat ez a en-dro. Ne vez ket degemeret arc'hant na gant bruderezh, na gant embregerezhioù bras, na yalc'hadoù lec'hel. En holl, 25 den ouzhpenn 'zo abaoe eo bet krouet Splann !, tro-dro da 15 anezho 'zo kazetennerien hag a labour bemdez evit mont en-dro Splann !. Gant ar pezh eo bet roet ganeoc'h 'vo tu goprañ daou zen hanter amzer a-benn ma padfe hon raktres.


Ul lodenn eus skipailhad  Splann ! e festival Longueur d'Ondes e Brest e 2022.

Gant al lennerien 'vez soutenet ar raktres

Ur c'homite evezh a ra war-dro eus pelec'h e teu an arc'hant a-benn ne yafe ket a-enep karta embann Splann !. Ne c'hall ket ar gevredigezh 'bout arc'hantaouet ouzhpenn 10 % eus he buget gant ur memes den, a-benn chom dizalc'h.


A-benn goprañ kazetennerien, tresourien, fredoù-hent hag all 'neus ezhomm ac'hanoc'h  Splann ! . Tro-dro da 20.000 euro a goust un enklask. M'ho 'peus c'hoant e vefe kendalc'het da vevañ ar c'hazetenniñ dizalc'h e Breizh, harpit ac'hanomp !



Gall a reoc'h reiñ el linenn, dre chekenn pe an ti-post. Gall a reoc'h ivez dibab da reiñ un tammig bep miz, dre al lec'hienn-mañ pe eeun gant ho ti-bank.


Hag ar pezh 'vez roet ganeoc'h 'vez tu tennañ eus an tailhoù da 66 % (degemer a rit un tamm paper evit en ober).


👉 Gwelloc'h eo deoc'h reiñ dre cheken pe gant arc'hant gwir ?


Kasit anezhi a Splann !,

« Da Splann ! », Ti ar vro,  3 plasenn Maez ar Roue, 22200 Gwengamp


👉 C'hoant 'peus mont en darempred ganeomp ?


Dre vail : contact [@] splann.org


Dre bostel da Splann !, Ti ar vro, 3 plasenn Maez ar Roue, 22200 Gwengamp


Adkavit ac'hanomp ivez war Instagram, Linkedin, Facebook, Twitter, Mastodon, Bluesky ha Youtube.



« Splann ! » zo ur gevredigezh hep pal arc'hantus. Lec'hienn splann.org zo anavezet evel ur servij kazetenn el linenn. Ho tonezon a c'hell bezañ tennet eus an talioù dre 66 %.

Donor Wall6

ERIC | €100

Tudwal | €104.41/Y

Kalon vat deoc'h ha trugarez vras evit ho labour kazetenniñ gwirion!

Hervé

Dalc'hit da vont, d'ober enklaskoù sirius ha da gelaouiñ ac'hanomp en un doare dereat ! Ezhomm bras hon eus douzh frammoù kelaouiñ emren ha distag ouzh levezon al lobbyoù bras e Breizh...

Didiet | €104.41

Sten

Gourc'hemennoù evit ho labour ken sirius, ezhomm-bras e oa dioutañ

Thierry | €104.39/Y

Ur raktrez dispar evit ar c'heleier hag an demokratelezh e Breizh ha du-hont